New Activity
Play Quiz
1. 
Pegoulz e voe torret ar sklaverezh àr an tiriadoù gall hag en trevadennoù àr intrudu Viktor Schoelcher?
A.
e 1789
B.
e 1774
C.
e 1848
2. 
Petra a ziskouez an darvoud kinniget get an diell-mañ?
A.
Strolliñ a ra Louis XVI ar Breudoù Meur.
B.
Dibennet eo Louis XVI
C.
Taget eo an toull-bac'h Bastille get ar Barizianed
3. 
Pegoulz e voe an 1añ Republik?
A.
d'an 26 a viz Eost 1789
B.
d'an 22 a viz Gwengolo 1792
C.
d'an 21 a viz Genver 1793
4. 
Petra eo anv al lezenn a ziazez al laikelezh ar Republik?
A.
Lezenn disparti ar galloudoù
B.
Lezenn rannadur etre an Ilizoù hag ar Stad
C.
Lezenn àr al liesseurt sevenadurel
5. 
Petra eo anv an destenn embannet d'an 26 a viz Eost 1789?
A.
Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den
B.
Disklêriadur gwirioù mab-den hag ar c'heodedad
C.
Bonreizh ar C'hentañ Republik
6. 
Pegoulz e voe embannet ar gwir da votiñ evit an holl wazed oc'hpenn 21 blez?
A.
e 1789
B.
e 1803
C.
e 1848
7. 
E-penn peseurt renad politikel e oa Napoleon III etre 1852 ha 1870 ?
A.
Roue ar vonarkiezh vonreizhel
B.
Impalaer an Eil Impalaeriezh
C.
Preizidant an IIvet Republik
8. 
Petra a lak e-pleustr Jules Ferry e 1882?
A.
Ar skolioù republikan frank, laik ha ret etre 6-13 vlez.
B.
Ar vakañsoù paet
C.
Ar frankiz embann
9. 
Petra eo anv ar renad politikel e Frañs etre 1870 ha 1940 ?
A.
Ar renad Vichy
B.
an IIIde Republik
C.
ar IVvet Republik
10. 
Petra eo ar renad politikel etre e Frañs etre 1815 ha 1848 ?
A.
Ar vonarkiezh reoliet get ur Parlamant
B.
Ar vonarkiezh hollveliel
C.
Ar vonarkiezh vonreizhel
11. 
Petra eo anv an afer é lakaat reuz e-touesk ar Frañsizion etre 1894-1906?
A.
An afer Calas
B.
An afer Stavisky
C.
An afer Dreyfus
12. 
Edan renerezh piv e oa an Encyclopédie ?
A.
Jean -Jacques Rousseau ha Denis Diderot
B.
Denis Diderot ha d'Alembert
C.
Jean -Jacques Rousseau ha d'Alembert
13. 
Petra eo anv an darvoud a lak an termen d'ar C'hentañ Impalaeriezh?
A.
Trec'het eo Napoleon Iañ e Waterloo e 1815
B.
Kendalc'h Wienna e 1815
C.
Ar C'honkordat e 1801
14. 
Petra eo deiziadoù an Eil Republik?
A.
etre 1799 ha 1799
B.
etre 1815 ha 1848
C.
etre 1848 ha 1852
15. 
Pegoulz e teu Bonaparte da vout Napoleon kentañ, impalaer ar C'hallaoued?
A.
e 800
B.
e 1815
C.
e 1804
D.
e 1793